Breiz ha Bro-Zaoz enebourien,
Evit-ho bout amezeien,
A zo bet laket er bed-men
D’en emfibla da virviken.
Pa oann kousket, enn nozvez all,
E kleviz son ar c’horn-buhal,
Son ar c’horn-bual, e koat-sal :
— « Ho ! Saozon ! Saozon ! Saozon fall ! »
Ha dal’ ma saviz antronoz,
Gweliz oc’h erruout ar zaoz ;
Gweliz he zoudarded erru :
Sternou alaouret, dillad ru.
War ann od ha pa oant ledet,
Gweliz o tont ar C’hallaoued,
Dobigni gant-he ’r penn kenta,
He glenv noaz enn he zorn gant-ha.
— Arog ! a lare Dobigni,
Na dec’ho nekun ouz omp-ni !
Ai ta ! va fotred doc’htu !
Arog d’am heul ! ha pegomp du ! —
Ar C’halloued a respontaz
Holl war eunn dro, pa he glevaz :
— Deomp gand Dobigni troad-oc’h-troad ;
Denjentil eo kouls ha potr mad ! —