Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/206

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


XVIII


PARDON SANT-FIAKR.


(Ies Kerne.)


I.


Tostait holl, tud iaouang, ha hui re goz ive,
Hag e klefet ma gwerz-me ’meuz savet a neve,
War-benn eunn den iaouank-flamm a barrez Langonet,
En deuz kollet he vuhe dre-zorn he vignoned.

— Deuz gen-omp-ni, va mignon, Loeizik Rozaoulet,
Ha ni ielo da bardon Sant-Fiakr ar Faouet.
— Tremenet, va mignoned, tremenet n’ed ann ket ;
Me zo oc’h ober ma fask, gant person Langonet.

— Iec’hed mad, d’hoc’h tad Moriz, ha d’hoc’h, Mari Fiaoe ;
Lezet ho mab gen-omp-ni da ober eur bale ;
Lezet-han dont gen-omp-ni d’ar pardon, ni ho ped,
Ni welo rei ar bouked da berson ar Faouet.

— Tremenet ta, tud iaouank, gen-hoc’h a vo lezet,
Hogen rog ar c’huz-heol d’ar ger ra vo digouet.
— Tevet, tevet, tad Moriz, tevet, ne chiffet ket,
Kent a vo kuhet ann heol, vemp d’ar ger erruet. —

Pe oa achu ar bregen hag ann offeren bred :
— Deut-hu gen-omp-ni, Loeizik, da Gerli ar Faouet,
Da goania, ti mamm-baeron, dilun e oamp pedet.
— Baleit-hu ho unan, baleit n’ed ann ket ;

Baleit-hu ho unan, baleit n’ed ann ket ;
Rag dived e venn er ger, hag e venn skandalet. —
Kement deuz gret war-n-ean, kemend m’en deuz sentet ;
Gant-he Loeizik Raoualet da Gerli ema oet.