Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/220

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208


Kovou al listri a zigor ;
Ken a gouez ar gwernou er mor.

Ker stank gwelodiennou er strad
Ha mez er c’hoad goude barrad.

Pouarzek bolod rez hon eus bet ;
Pouarzek rez hon eus daskoret.

Aboe pemp heur eo a denner,
Ha ne ket skuiz ar c’hanolier.

N’ed eo ket skuiz ar c’hanolier ;
Ken-nebeut n’ed eo al levier.

Ar c’habitan ne larann ket ;
Ar c’habitan zo gwall-diet !

Tiet er c’hov, tiet er jod,
Tiet enn tal gand ur bolod.

Koulskoude e ma ’tao a-rog,
Enn he zao, o reno ar c’hrog.

Na hean tamm oc’h ober mad,
Evit-han da redeg he c’hoad.

He c’hoad a red a bouladou !
Kergoualer zou eunn den mar zou !

War al lestr n’ehan den e-bed,
Evid-omp holl bout gwall-diet.