Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/236

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


XXI


KANAOUEN AR BELEK FORBANNET.


(Gwenned.)


Cheleuet ur person a eskopti Gwenned,
Pell doc’h er roanteleah eit er fe forbannet :
Pell eu a gorf doh hoc’h, mez he impinion
A zou perpet gen-hoc’h kerklous ’el he galon.

A oude enn amzer kri ha diskonfortuz
Ma on pellet doh hoc’h dre urzeu truehuz,
Dirak men deu-leged perpet holl hon kwelann,
Hag ar hou poenieu de ha noz e wilann.

O de lan a c’hlac’har, o de lan a driste !
En dez me distaget doh hoc’h, me bugale ;
O kimiad glac’haruz ! Keit ha me veveinn
M’em bou sonj ann e-oud ; biken ned ankoueinn !

Aval doh Jeremi pe doh er geh Juived,
Er ger a Vabilon pel amzer sklavehet,
Pamde, enn ur zonjal e holl hou poenieu,
Get houlenneu er mor e kaijan men dareu.

Ar ur roc’h azeet, me unon, tal enn od,
E ouilan get glac’har, ha gluban men deu-chod,
Ha gluban men deu-chod, siouah, get men dareu,
Enn ur zonj anehoc’h em oc’h trez er morieu.

O tud vad benniget ! men ema oet arze
Enn amzer euruz hont ha me c’havec’h bamde,
Eit kleuet konz Doue, ha diskarg hou kalon,
Hag eit hou konfortein dre er gomunion !