Ar chas a glevann oc’h harzal ! chetu ar zoudarded C’hall !
Tec’homp kuit trezeg ar c’hoajou ! kasomp a-rog hor chatal !
Daoust hag hen, potred Kerne, e c’houzanvimp da viken,
E c’houzanvimp ar vac’herien a wask al labourerien ?
Gwallet gant-he hor merc’hed koant ; lazet mamm ha mab ha den ;
Lazet zoken ann dud klan paour, abalamour d’ho daouarn gwenn.
Tanet gant he ti ar beorien ; diskaret ar maneriou ;
Devet ann ed, devet ar foen, er parkou hag er prajou.
Troc’het ar gwe el liorzou, ha laket da ober tan ;
Ken na vo avalou na zist, da nao pe zek vloaz ac’han.
Laeret hor zaout, hon ounnered hag hon ejenned, siouaz !
Ha kaset mesk gand ho ferc’hen, d’ar c’higer d’ar c’heriou braz.
Laeret zoken traou ann iliz ; pilet zoken hon touriou ;
Straojet zoken ar garneliou, ha skignet ar relegou.
Gwastet traoniou kaer Breiz-izel, ken dru ha ker glaz gwech-all ;
Ken na glever mui tro-war-dro mouez den kennebeut chatal.