Pa zistroi endro d’ar ger, vinn eet kuit deuz ar bed man ;
Deuz aman, deuz m’az prietinn, evid ar wech divezan.
— Tevet, ma mamm, tevet, ma zad, ne inn ked d’ho tilezel ;
Chom a rinn evid ho tifenn, evid difenn Breiz-izel.
Reuzeudik braz eo bout gwanet ; bout gwanet ne ket mezuz ;
Nemet plega d’ar skraberien, evel tud lent ha kabluz !
Mar ’d eo red monet d’ann emgann, emgann a rinn ’vid ar vro ;
Mar ’d eo red mervel, e varvinn ; kuit ha laouen war eunn dro,
M’euz ked aon rog ar bolodou ; na lazint ket ma ene ;
Pa gouezo ma c’horf d’ann douar, ma ene savo d’ann ne,
Arog ! potred vad Breiz-izel ! entana ra va c’halon ;
Kreski a ra nerz va diou-vrec’h ; bevet ar relijion !
Bevet ann neb a gar he vro ! bevet mabig ar roue !
Ha ra ielo ar botred c’hlaz da c’hout hag hen zo Doue.
Buhe evit buhe ! tud vad ; laza pe beza lazet !
Red e oa da Zoue mervel evid gonid war ar bed.
Deuz er penn gan-e-omp, Tinteniak, gwir Vreton a holl-viskoaz,
Te pini rog beg ar c’hanol, morse da benn na droaz.
Deut er penn gan-e-omp, tudjentil, goad roeal demeuz ar vro ;
Ha Doue a vezo meulet gand kement kristen ma zo.
Hag enn divez e teui endro e Breiz al lezen gwirion,
Kouls ha Doue war he oter, hag ar roue war he dron ;