Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/256

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


XXIII


AR CHOUANTED.


(Ies Gwenned.)


Er re goh hag er merc’hed hag er botred bihan,
Ha re pere n’int ket goest de vonet d’en emgann,
A laro enn ho zier, abarh mont de gousket,
Ur pater hag eunn ave euit er chouanted.

Chouanted a zou tud vad, a zou gwir grechenion,
Sauet de zifenn hon bro klouz el hun beleion ;
Mar skoont ar tal hou tour, m’hou ped, digouret d’e :
Doue else, me zud vad, digoro d’hoc’h, eunn de.

Julian bleu-ru a lare d’he vamm goh ur mitin :
— Me ia me ged Tinteniak, pe monet a blij d’ein.
— De deu vreur dez me losket, ha te me losk eue !
Mes mar plij d’id de vonet, ra de renai Doue ! —

Pe zeie er chouanted, ez a bob korn a Vreih,
A Dreger hag a Gerne, hag a Wenned ileih,
Er re c’hlaz digoueh get-he, e maner Koatlogen,
Ez a gosteen Bro-c’hall, tri mil enn ur vanden.

— Chetu enn heur e sonein, chetu enn heur sonet,
Me emgafemp, eur wech c’hoah, ged er c’hoh soudarded.
Bec’h ar-n-hoc’h, potred a Vreih, bec’h ar-n-hoc’h, ha gwelemp !
Mar m’ann Diol enn-tu get-he, ma Doue enn tu gen-emp ! —

Ha pe oant deit de grogein, hen darc’he el un goah :
Get he bop a vuzul vad, get hen meit he benn-bah,