Kaer en defa sevel he var,
Stoke e benn gad ann douar.
— Petra rinn ken da jomm ama,
Me ia da glask eunn tamm bara. —
Hag e lare, benn gad ann hent,
’Vont d’er ger lare tre zent :
— Ar sistr douz-ze a oa ker mad !
M’em befe evet dek poudad !
— Ne ket digouet ho tad er ger ?
— Ne ket digouet ; oet da Gemper ;
Da Gemper, pe trezek Aljer,
Hen lare ’n defa c’hoant d’ober. —
Pider zun a oa tremenet,
Ne oa ket c’hoaz er ger digouet ;
Oa ket bet d’ar ger Iann Marek ;
Ken a zeuaz de Nedelek.
De Nedelek, d’ann aberde,
Teuz d’ann ti paotred Sant-Vode.
— Iec’hed-mad d’hoc’h, tud ann ti-ma
’Peuz lien da werzo dre-ma ?
— Neuz tamm mui da werzo ama ;
Gwerzet ’ma bet er blavez-ma. —
Hag he e-mez deuz a Lonch-dall,
Hag he d’er ger enn eur vragal.
Pa oant o vont e-barz ar c’hoad :
— Sell ’ta ’touez ann erc’h roudou ’r c’had !