Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/266

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
254


— Roudoù ’r c’had re-ze ne ma int ket ; 
Roudou louarn ne larann ket. — 

Hag he mont da heul er roudaou ; 
— Chetu ama eunn tok kouz taou ! 

Hag hen gwenn-kann gad ar reo ; 
Tok Iann Marek, a gredann, eo. 

— Ha tok ho tad he-man, Loranz ? 
— Tok ma zad ne ma ket, me chans. — 

Hag he d’ar c’hoad en-dro ho daou, 
Ken defant kavet eur bragou ;

Eur bragou, pelloc’h, kreiz er c’hoad, 
Hag hen roget hag out-han goad ;

— He vragou, re-man, hag he dok ! — 
Ha Loeiz Pilorsi lamme rog. 

(Hag eur vran goz o c’hoagat, 
E beg eur weenn, e korn ar c’hoad.) 

Ha Loeiz da ioual spontet-tre :
— Ma Doue ! chetu ma ame !


III.


Touez an erc’h e oa Iann Marek, 
Hag hen kouet eno war e vek ;

He zaou zorn e pleg ar he benn ; 
Ar he zaoulagad he vleo gwenn. 

Debret e gouf hag he ziou-vron, 
Gad er vleizi, rez he galon ;

Nemed he dal n’en doa damant, 
Abalamour d’ar vadiant.