Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XXVI
ANN AMZER DREMENET.
(Ies Kerne.)
KENTA MELINER.
Bretoned, savomp eur gentel
Diwarbenn potred Breiz-izel.
— Deut da glevet, da glevet, gwitibunan ;
Deut da glevet, da glevet ar c’han. —
Potred Breiz-izel ho deuz gret
Eur c’havel koant hag hen trezet.
— Deut da glevet, etc.
Eur c’havel kaer karn olifant,
War-n-han tachou aour hag argant.
Tachou aour hag argant war-n-han,
A luskellont gand nec’h breman.
Ha breman, oc’h he luskellat,
Daelou ver euz ho daoulagad.
Daelou a ver, daelou c’houero :
Neb a zo enn han zo maro !
Zo maro, zo maro pell-zo,
Hag hi lusket, o kana ’to,
Hag hi lusket, lusket ato,
Kollet ar skiand-vad gant-ho.
Ar skiand-vad ho deuz kollet ;
Kollet ho deuz joaiou ar bed.