Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
278
— Gwela rann war ma bugale,
N’am euz ket bara da roi d’he. —
— Va c’hregik, ne ket red goela ;
Dalit argant ; it da brena. —
Bennoz Doue d’ann otrou kont !
Seurt-se a zo tud, me respont !
Pa ve red d’in mont d’ar maro,
Me iei evit-han, pa garo.
TRIDE LABOURER.
Seurt-se zo tud a galon-vad,
Pere a glev ouz a bep stad ;
Pere a glev ouz a bep stad,
Pere d’ann holl dud a zo mad.
PEVARE LABOURER.
Zo mad d’al labourerien gez,
Ha n’ho lakafe ked e mez ;
E mez ’vel ar vistri neve,
Gand c’hoant da griski ho leve ;
Ho leve ; heb sonjal neb ra,
Er bed all, zur, he nebeuta.
PEMVED LABOURER.
Nez ked seurt-se lak da werza
Gwele eur merour gand he dra.
EIL PILLAOUER.
Ne ked seurt-se a lak pea
Daou skoed d’eur c’hreg o klask bara ;