Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
II
AR GOURIZ.
II.
Gwelet em euz enn eur flouren
Eur gazek vihan, hi laouen.
Ne oa sonj d’ei nemed da vad,
Nemed da vragal barz ar prad,
Nemed da buri ar ieod glaz.
Ha da eva dour deuz ar waz.
Ken a zeuaz benn gand ann hent
Eur marc’hek iaouank, hag hen ken !
Hag hen ken ampart ha ken drant !
He zillad a aour hag arc’hant.
Hag ar gazek dal’ m’he welaz,
Enn he sao souet a jomaz ;
Ha goustadig a dostaaz,
Hag he fenn d’ar gleud astennaz ;
Hag ar marc’heg he likaouaz,
Hag he vek d’he bek a lakaz ;
Ha goudeze he briataz,
Hag hi ’n em gavaz enn he eaz,
Ha goude ’n deuz he c’habestret,
Ha goude en deuz he senklet.