Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/340

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


VI


SON FEST MIZ EVEN.


(Ies Kerne.)


ANN TAD-PAERON KOZ.


De-mad d’hoc’h, komerez koant, de-mad d’hoc’h a larann ;
Gand kalzig a garantez onn deut hirio aman.


AR VAMM-BAERON.


Na vennet ked, den iaouang, em onn dimezet d’hoc’h,
Evid eur walen argand am euz bet digen-hoc’h,

Dalet ho kwalen argant ha gen-hoc’h kaset-hi,
N’em euz mui a garantez na ’vid hoc’h na ’vit hi.

Bez’ em euz bet ann amzer a zo d’in tremenet,
Neb a vousc’hoarze d’in-me me he gare meurbed.

Hogen deut eo ann amzer rendaela ouz-in,
C’hoarzo d’in neb a garo, evid-on na c’hoarzinn.


ANN TAD-PAERON KOZ.


Gwech-all, pa oann den iaouank, me zouge teir zeien,
Unan wer hag unan c’hlaz hag eben a oa gwenn.

Ann hini wer a zougenn ’nn inor d’am c’homerez,
Oc’h he c’harout em c’halon, hag e peb gwirionez.

Ann hini wenn a zougenn, rag heol ha goulou de,
E merk d’ar c’hlan-garantez oa etre hi ha me.