Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/348

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


VII


SON LEUR-NEVEZ.


(Ies Kerne huel.)


Ma zud oa oet d’al leur-neve ;
Ha me d’ho heul d’ar fest ive !

D’al leur-ne oant oet d’ar maner,
Fe vie bet gan-in chom er ger !

Potred eno na vanke ket,
Na merc’hed koant, — ho ! — ken-neubed ;

Dridal a ree ma c’halon
O kleout ar zonerien son.

Pa weliz eur plac’h o tansal,
Ken drant evel eunn durzunal ;

He daoulagad evel glizin
War ar bleun spern-gwenn, da vintin,

Hag he ker glaz evel bleun-lin ;
He dent ker kaer evel mein-fin ;

He neuz ken drant ha ker laouen :
Hag hi mont da zellet ouz-en,

Ha me mont da zellet out-hi.
Ha me mont goude d’hi fedi,

D’hi fedi’vid eur jabadaou,
Ha ni war ann dachen hon daou !

Trema oamp gand ann abaden,
Me waske war hi dornik gwenn ;