Disulgwenn, goude ’nn ofern-bred,
Ar c’hillok ker barz ar vered ;
War ziri ’r groaz Arser Kemper,
He zaoulagad o tevi ter,
He zaoulagad ter o tevi,
’Vel eur poudad dour o firvi.
— Chilaouet holl, potred Plouieou,
Chilaouet mad ann embannou :
Evid ar bloaz hag ann de krenn,
Ra vo prizet tra peb perc’hen ;
Ho tiez kerkouls hag ho stu ;
Ar mijou diwar ho koust-hu ;
Hag it lec’h-all, c’hui hag ho tud,
Gand arc’hant flamm, da glask eur c’hlud. —
Oa ked ar ger peurlavaret,
Savet strafil barz ar vered,
Tud koz ha iaouank da groza,
Darn da wac’ha, darn da wela ;
Darn all da goueza d’ann douar,
Mantret ar galon gant glac’har.
— Kenavo, tadou ha mammou,
Na stouimp mui war ho peziou !
Red d’eomp mont breman divroet,
Kuit deuz lec’h em omp bet ganet,
Ha war boul ho kalon maget,
Hag e tre ho ti-vrec’h douget.