Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/366

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


X


AR C’HAKOUS.


(Ies Treger.)



ANN DEN IAOUANK.


O Krouer ann nenv hag ann douar !
Mantret va c’halon gant glac’har,
O kounan enn noz hag enn de
D’am dousik koant, d’am c’harante.

Me zo war va gwele chomet,
Dalc’het, sioaz ! gand ar c’hlenved ;
Ma ve va dousik a zeufe,
E berr-amzer am frealzfe.

Evel gand ar werelaouen,
Goude eunn nozvez a anken ;
Mar zeufe ma dous d’am gwelet,
E venn gant hi dizoaniet.

Ma lakafe beg he geno
War bordik skudel va louzo,
Da evan goude p’az affenn,
Gweleet raktal e vizenn.

Ar galon a poa d’in roet,
Va muian karet, da viret,
N’em euz kollet na distroet,
Na laket da uz fall e-bed ;

Ar galon az poa d’in roet,
O va dousik koant, da viret,
Em euz mesket gand va hini ;
Pini da hini, va hini ?