Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/368

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
356



AR PLAC’H.


Piou a gomz ouz-in evel-ze,
Ha me ken du hag eur vran e ?


ANN DEN IAOUANK.


Pa vec’h ken du hag ar mouar,
Gwenn-kann oc’h d’ann hini ho kar !


AR PLAC’H.


Den iaouang, eur gaou a leret !
Va c’halon d’hoc’h, n’em euz roet ;
Nem euz ker mui ac’hanoc’h,
Eur c’hakouz a ouzonn-me oc’h !


ANN DEN IAOUANK.


’Vel eunn aval e beg ar ween
E ma kalon ar femelen ;
Kaer ve ann aval da welet,
Hag eur prenv e kreiz zo kuet.

Evel eunn delien war ar brank,
E ma gened ar plac’h iaouank ;
Ann delien gouez war ann douar,
Ar c’hened ive a ziskar.

’Vel ar bleun glaz diouz lez ar stank,
Ma karante ar plac’h iaouank ;
Ar bleunig a dro wechigo,
Ar bleunig a dro, a zistro ;

Ar bleunig a dro wechigo,
Karante ar plac’h dro ato.
Ar bleun a ielo gand ann dour
Ha gand ann ankoun ann traitour.