Ann eoriou a zaver chetu ar flik-ha-flok ;
Krenvat ra ann avel, mont a reomp kaer a-rog ;
Stigna reont ar gweliou, ann douar a bella :
Va c’halon, siouaz d’in, ne ra med huanada,
Kenavo neb am c’har em parrez tro war-dro ;
Kenavo, dousik paour, Linaik, kenavo,
Ar c’himiad ma rann d’id, ken evid da guitat,
Marteze, siouaz-d’in, da viken, evit mad.
’Vel d’eunn evnik lammet gand eur sparfel, er c’hoad,
Deuz a gichen he far pa oant d’en em barat,
Meuz ket kalz a amzer da zonjal d’am glac’har,
Ker buhan am lammer digand ann neb am c’har.
Evel eunn oan a zen, pelleet deuz he vamm,
N’ehanann da oela, da doll’t klemmou estlamm ;
Ma daou-lagad bepred troet trezeg ar plas
Elec’h oud-de chomet, va mignonezik vraz.
Pelloc’h va daou-lagad na weljont nemet mor,
A gren azindan on, a lamm hag a zigor ;
Ha pa’z ann da zonjal ma achuet gan-e.
Ha me e ’gweled mor, em strinka ra d’ann ne.
Pa zeuiz tre el lestr va estlamm a oa braz
Gwelet eur seurt kastel o vralla war mor glaz ;
Pevar-ugent kanol, daou-ugent a bep tu,
Ho c’horf briziet enn gwenn livet gand livach du ;