Ha Ronan gant true out han,
A bedaz Doue evit-han :
— Otrou Doue, ha me ho ped ;
Grit na vo ann danvad taget ! —
Ne oa ked he beden laret,
Pa oa ann danvad digaset,
Heb droug e-bed, war dreuz ann nour,
Dirag Ronan hag ann den paour.
Ac’hano da zont ann den kez,
Zeue d’he welet aliez ;
Gant plijadur braz e teue
Evit klevet komzou Doue.
Hogen eur c’hreg a oa gant-han,
Hag hi gwall-bez, hanvet Keban,
Hag hi a zeuaz d’argarzi,
Ronan enn abeg d’he hini.
Eunn deiz a oa bet d’he gaouet
Ha trouz d’ean hi defa gret :
— Chalmet hoc’h euz tud ma zi-me.
Ma goaz kouls ha ma bugale.
Ne reont med ho tarempred holl,
Ha ma danvez a ia da goll.
Ma na zentet ouz-in muioc’h,
Kaer po chalpat, me rei gen-hoc’h. —
Enn he fenn e lakaz neuze,
Da c’hoana den santel Doue ;
Hag hi mont da gaout ar Roue,
Gradlon, enn-tu-all d’ar mene :
— Otrou Roue, ha me ho ped ;
Ma flac’hik-me zo bet taget :
Ronan koad-Neved deuz her gret ;
O vont da vleiz meuz hen gwelet —