Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/430

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
418



II.


Enora oa souezet braz,
Tronoz-beure, pa zihunaz,
O c’houzout petra oa digouet,
Na pelec’h oa eet he fried.

Evel ma red dour er gwazio,
E ro he daou-lagad daelo,
Dre ma oa, siouaz d’ei, losket,
Gand he mignon, hag he fried.

Gwelan defa gret pad ann de,
Heb kavout frealz d’he ene.
Gwelan goude koan defa gret,
Heb gallout bean diboanniet.

Ken a goueaz kousket skuiz tre,
Hag a zeuaz d’ei eunn hunvre :
Gwelet he goaz enn he c’hichen
Ker kaer evel ann heol melen,

Hag e lare : — Deut-hu gan-e,
Mar fell d’hoc’h miret ho ene ;
Deut, heb dale’ bed, war ar mez,
Da ober ho silvidigez. —

Hag hi, dre hun, da lavaret :
— Mont a rinn gan-e-hoc’h, va fried ;
Lec’h a gerfet, da leanez,
Da ober va silvidigez. —

Ar re goz ho deuz lavaret
Penoz e oa hi bet douget,
Hag hi kousket, dreist ar mor braz,
Gand ann elez, da zor he goaz.