Toull dor he goaz pa zihunaz,
Tri zol war ann nor a reaz :
— Me zo ho tous hag ho pried
A zo gant Doue digaset. —
Hag hen d’he anaout dioc’h he mouez,
Ha da zevel kerkent, ha mez ;
Hag he zorn ’nn he dorn a lake,
Gand komzo kaer demeuz Doue.
Goude ’savaz eul lochik d’ei,
Tal he hini, a goste klei,
Tal ar feunteun, gand balan glaz,
Enn eur wasked, dren ar roc’h c’hlaz.
Pellik meur e chomjont eno,
Ken a ieaz brud dre ar vro
Deuz ar burzudo defant gret,
Ha oant bemde darempret.
Eunn noz ann dud oa war ar mor
A welaz ann envo digor,
Hag e klefjont melodio,
Ken a oant bamet o selao.
Hag antronoz eur baourez-gez,
Hag hi kollet gant hi he lez,
He bugel o vont da zempla
A zeuaz da gaout Enora.
Kaer e doa gervel toull ann nor
Na deue gour evid digor,
Ken a welaz tre eunn toullik
Ann itron stouet maro-mik,
Hi kaer evel ann heol melen ;
Hag al lonch leun a sklerijen ;
Hag eur potrik gwisket e gwenn,
War he zaou-lin enn he c’hichen.