Ma zeufe ma c’hoar bet’ enn on
Konfort a refe d’am c’halon. —
Penfentenio dal ’m’ he glevaz,
E-trezek Kemper e redaz ;
Kant leo ha tregont zo, war dro,
Etre Paris ha Bodinio ;
C’hoaz neuz ho gret, ar potr Kerne,
E diou noz-hanter hag eunn de.
Pa eaz tre er zall Bodinio,
Oa goulou enn hi tro-war-dro ;
Ann itron a oa o koanio
Gand tudchentil vraz euz ar vro.
Hag enn he dorn eunn hanaf mar
Leun a win-ru a wella barr.
— Floc’hik koant demeuz a Gerne,
Pe seurt kelou zo gen-oud-de,
Pa ’m oud ker glaz hag ann askol.
Ken diflak hag eunn iourc’h war goll ?
— Ar c’helou zo gen-in, itron,
Lakai strafill enn ho kalon,
Ho lakai da huanada.
Hag ho taou-lagad da wela :
Ho preurik paour a zo war var,
Mar zo bet biskoaz war zouar ;
War wir var da goll he vuhe,
Dre gemenn ann otrou ar roue.
Ma iefec’h bet’ enn han, itron,
C’hui refe konfort d’he galon. —