Ho magadurez a vo da viken gand Satan
Kaezour ann dragoned, etouez ar gwaziou tan ;
Hag ho evach, ho daelou, hag a vezo mesket
Gand mil ha mil seurt viltanz ha goad ann touseged.
Ha kignet vo ho c’hroc’hen, hag ho c’hik difreuzet,
Gand beg ann aered-wiber, kouls ha dend ann diaouled,
Hag enn tan a vo ruillet ho c’hig hag ho eskern,
Evit ma tevo kreoc’h forn vraz euz ann ifern.
Goude ma vezint losket eur boutadig enn tan,
E vint tolet enn eul lenn leun a skorn gand Satan,
Ha deuz al lenn barz ann tan arre vint didolet
Ha deuz ann tan barz ann dour, ’vel al loc’h-houarn goeliet.
Neuze teuint da wela, da wela gand enkrez :
— Ho ped ouz omp, ma Doue, ho ped ouz omp truez. —
Hogen enn aner welint ; rag ’tra bado Doue
E pado ho ankeniou hag ho enkrez ive !
Ken ter a vezo ann tan ho rosto enn ifern,
Ma teui ar mel da virvi, penn-da-benn ’nn ho eskern,
Seul-vui c’houlennint true, seul-vui e vint gwanet ;
Kaer ho devezo iudal, losket e vint bepret.
Ann tan-ze a zo c’houezet dre vuanegez Doue,
Ha halfe ked hen laza evel pa ma garfe ;
Biken na dolo moged, ha biken na devo,
Heb ehana d’ho leski biken n’ho diskarro.