Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/48

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
36


Kement e oe bet strafillet
Ann itron gez, oc’h he glevet,

Kement e oe bet strafillet,
Ken e loskaz ann hanafed ;

Hag e streaz gwin war ann doal :
(Trou-Doue ! houman arouez fall !)

— Buhan ! potred ar varchosi !
Buhan ! daouzek marc’h ! ha deomp d’ei !

Pa grefenn unan e peb poz.
Me ielo da Pariz fenoz ;

Pa grefenn unan e peb heur,
Fenoz ez inn bete va breur. —


III.


Floc’hig ar roue a lare,
War ar c’henta daez pa bigne :

— Ne rann fors da be gouls mervel,
Pan’d divroet, pan’d diskoazel !

Pan’d divroet, pan’d diskoazel,
Pan’d eur c’hoar meuz e Breiz izel.

Hi vo bep noz o c’hervel breur,
O c’hervel breurig e peb heur. —

Floc’hig ar roue a lare,
War ann eilved daez pa bigne :

— Me garfe, kent hag ar maro,
Klevet kelou demeuz va bro ;

Klevet kelou demeuz va c’hoar,
Va c’hoarik kez ; daoust hag hi oar ?