Floc’hig ar roue a lavare,
War leinig ar groug pa bigne :
— Me glev ar ruiou o krena,
Gand heul va c’hoar o tont ama !
Va c’hoar zo erru d’am gwelet,
Enn hano Doue ! gortoet ! —
Ar penn-arser, neuz respontet
D’ar floc’hik, pan’deuz hen klevet ;
— Kent ha ma vezo erruet,
C’hui a vezo bet dibennet. —
Itron Bodinio a-neuze
Gand ar Bariziz c’houlenne :
— Petra foul zo ’touez ar wazed ;
Kement ma zo ’touez ar merc’hed ?
— Loeiz unnek, Loeiz ann traitour
A laka dibenna eur floc’h paour. —
Oa ked ar ger peur-achuet
Evel m’e deuz he breur gwelet ;
Gwelet he breur kez daoulinet,
He benn war ar c’hef-laz soublet.
Hag hi ha doueh, enn eur hopa :
— Va breur ! va breur ! losket-han ’ta !
Losket-han gan-in, arserien,
Me rei d’hoc’h kant skoed aour melen ;
Me rei d’hoc’h, evel eunn diner,
Daou c’hant mark argant Landreger. —
Gand ar groug dal’ ma tigoueaz,
Penn he breur troc’het a goueaz,