Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/60

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


IV


SEZIZ GWENGAMP.


(Ies Treger.)


— Porzer, digoret ann nor-man !
Ann otro Rohan zo aman,
Ha daouzek mil soudard gant-han,
Da lakat seziz war Gwengamp.

— Ann nor-man na vo digoret
Na d’hoc’h na da zen-all e-bed,
Ken na laro dukez Anna,
A zo mestrez war ar ger-ma.

— Digoret vo ar perzier-ma
D’ar prens diwirion zo ama,
Ha daouzek mil soudard gant-han,
Da lakat seziz war Gwengamp ?

— Ma dorio a zo moraillet,
Va mogerio zo krenvaet,
Fe ve gan-in deuz ho c’hlevet :
Gwengamp na vo ket kemeret.

Na pa vent triouec’h miz aze,
Na ve ket kemeret gant-he ;
Karget ho kanol ! poan ha hec’h !
Ha gwelomp piou en devo nec’h !

— Tregont bolod a zo aman,
Tregont bolod ’vit he gargan ;
Poultr na vank, na plomb tamm e-bed,
Na stin da ober ken-neubet. —