Tre m’ed’o tistroi ha pignet,
Gand eunn tenn poultr-gwenn oe tihet.
Gand eunn tenn poultr demeuz ar c’hamp,
Gand eunn den hanvet Gwazgaram.
Dukez Anna a lavare
Da c’hreg ar c’hanolier neuze ;
— Otro Doue ! petra vo gret ?
Chetu ho pried paour tihet !
— Na pa ve ma fried maro,
Me refe ma-eunn enn he dro !
Hag he ganol me he gargo,
Tan ha kurun ! ha ni welo ! —
Oa ked he ger peurachuet,
Ar mogerio zo bet frezet,
Ann orio a zo bet torret ;
Ha leun ar ger a zoudarded.
— D’hoch, soudarded, ar merc’hed koant,
Ha d’in ann aour hag ann argant,
Hag holl tensorio ker Gwengamp,
Hag ouspenn ar ger he eunan ! —
Dukez Anna en em strinkaz
War he daou-lin, pa he glevaz :
— Itron Varia-Gwir-zikour,
Ma plijfe gen-hoc’h, hor sikour ! —
Dukez Anna dal’ ma glevaz,
Trezeg ann iliz a redaz ;
Ha war he daou-lin ’nem stouaz,
Ha war ann douar ien ha noaz :
— Ha c’hui garfe, gwerc’hez Vari,
Gwelet ho ti da varchosi,
Ho sakristiri da gao gwin,
Hoc’h oter vraz da dol kegin ? —