Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/68

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


V


ENED ROSPORDEN.


(Ies Kerne.)


D’ar seizved de war-n-ugent demeuz a viz c’houever
Euz ar bloa mil-pevar-c’hant-pevar-ugent-ha-c’houec’h,
Enn deveziou meur-larje, e ker a Rosporden
A zo c’houarvet eur reuz braz. — Chilaouet, kristenien !

Tri den iaouank dirollet oa enn hostaliri ;
Ha gand gwin leiz ar poudou oa ho goad o virvi.
O veza evet awalc’h hag ho c’hofou karget :
— Gwiskomp-ni krec’hen loened ha deomp-ni da redek ! —

Ann trede potr anezho, ar potr ann disteran,
O welet he vignoned o pellat diout-han,
A iez raktal d’ar garnel, he benn en deuz laket
He benn barz eur penn-maro ; heuzuz oa da welet !

E toullou ann daou-lagad e lakaz diou c’houlou ;
Hag e lamme ’vel eunn diaoul, e-kreiz tre ar ruiou.
Ar vugale a dec’he enn eur spont braz ra-z-han,
Hag ann dud reiz ho unan, a rede diraz-han.

Ober a rejont ho zro heb dont da ’n em gaouet,
Enn eur c’horn euz ar ger-ze pa oant ho zri digouet.
Neuze ioual ! ha lampat ! ha godisal ho zri :
— Otrou Doue pelec’h oud ? Deuz gen-omp da c’hoari. —

Doue skuiz oc’h ho gwelet a skoaz eunn toll pouner,
Ken a roaz eur grenaden d’ann holl dier e ker ;
Koventi rez ’nn ho c’halon ann holl vourc’hizien,
Ken na gredjont oa erru divez euz ar bed-men.