Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/80

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
68


Hag ho maeronez a brofo dek,
Evit rei enor d’hoc’h-hu, belek. —


V.


Pe oann digouet e-tal Penn-al-lenn,
O vonet ive d’ann oferen,

E weliz kalz a dud o redek,
Hag hi enn eunn estlamm braz meurbed.

— Na c’hui, gregik koz, d’in leveret,
Nag ann oferen zo achuet ?

— Ann oferen a zo deraouet,
Hogen he achui n’euz gallet ;

He achui n’en deuz ket gallet
Gwelan da Jenovefa neuz gret.

Ha tri leor braz en deuz treuzet mad.
Gand ann daero euz he zaoulagad.

Ken a zeuaz ar plac’h o redek,
Ha’ gouezaz da zaoulin ar belek.

— Enn han Doue ! Iann, distroet endro !
C’hui zo kiriek, kiriek d’am maro ! —


VI.


Ann otro Iann Flecher zo person,
Person eo breman, e borc’h Nizon ;

Ha me am euz savet ar werz-ma,
M’ euz hen gwelet meur wech o wela :

Meur wech m’euz hen gwelet o wela ;
Tostik-tost da ve Jenovefa.