Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
VII
ITROUN VARIA FOLGOAT.
(Ies Leon.)
I.
— Iec’hed ha joa gan-e-hoc’h va zad !
— Petra rit aze mintin mad ?
Gwalc’hi doalou ker gwenn hag erc’h !
Petra rit-c’houi aze, va merc’h ?
— Me zo deut d’ho pedi, va zad,
Da vont evid-oun d’ar Folgoat ;
Ha mont diarc’hen ha war droad
Ha war ho taoulin, mar gell pad.
Eno e kefot ludu gret
Diouc’h ar galoun ec’h euz maget.
— Petra, va merc’h paour, ec’h euz gret,
Pa viot evel-ze luduet ?
— Eur bugelik zo bet lazet,
Ha d’in, va zad, eo tamallet. —
II.
Eunn deiz ann aotrou Pouligwenn
Oa eet da sersal ’raog he lein.
— Setu ama eur c’had kignet,
Pe eur bugelik gwalennet ;
Krouget eo diouc’h brank ar wezen,
E kerc’hen he c’houg ar zeizen. —