Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/98

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


VIII


AR-RE UNANED.


(Ies Kerne.)


Tro mare ar c’huz-heol, oe klevet trouz neihour,
Trouz eur vag a oe klevet o tonet gand ann dour,
Ha strap, ha son ann drompill hag ann tabolinou,
Ken a zone ar c’herreg war lein ar meneiou.

Ha me monet da welet ; ha ne weliz netra
Nemet Marc’haid ar gerc’heiz, pao-kamm, o pesketa :
— Marc’haid, Marc’haidik, te nij huel ha pell ;
Petra neve zo digouet e-barz e Breiz-izel ?

— Netra neve zo digouet e-barz e Breiz-izel,
Nemed e tri c’horn ar vro zo strafill ha brezel,
Savet ann holl Vretoned, plouiziz ha noblanz,
Ha na vo fin d’ar brezel ma na gav ann dud chans. —

Neb ho gwele dastumet da vont d'ann harzou Breiz,
E tachen Kergrist-Moelou, diriou fask, tarz-ann-deiz,
Peb arkebut war ho skoa, peb bleun ru euz ho zok,
Peb kleze euz ho c’hoste, banniel ar feiz a-rok.

Ha-pa oant o vonet kuit hi zo eet d’ann iliz
Evit kimiada sant Per kouls hag ann otrou Krist :
Hag o tont euz ann iliz ’nem stouont er vered ;
— Arsa ’ta, Kerne-huel, chetu ho soudarded !

Chetu soudarded ar vro, soudarded unanet
Evid difenn ar gwir feiz rag ann Hugenoded,
Evid difenn Breiz-izel rak bro-Zoz ha Bro-C’hall,
Kemend a wast hor bro-ni, gwas eged ann tangwall. —