Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/130

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 128 —

Hoand ha séhed hun es dehi… Eurus er ré
E dostei d’er vamen pen devou disohet
Anehi en deur biù hun goalhou eit perpet.

LONJINUS

Ne houian ket petra e lares… Kenevou !

Mont e hra huit.

MADELÉN

Un dé, plijéet genoh, men Doué, ma er gouiou !

JÉSUS

En nemb e vennou goarn é vuhé hé hollou,
Mes en hani hé rei eidon-mé hé goarnou.

En tenneris en des um zigoret. Jésus e zou azéet doh en daul, get é zisipled, revé mod er Juifed. Madelén e stoui doh é dreid hag e streù arnehé er frond ag hé fod-doar.


ER GANNERION

Treid me Salvér, treid beniget,
Dré er mein hag en drein kignet
É klah en deveden kollet,
Hé dareu en des hou kolhet.

O karanté,
Na peger kriù ous té !

En nemb en des péhet e gavou er pardon
Mar dé er garanté kriùoh en é galon,

Kriùoh eit er haz meliget.

En tenneris e goéh.