Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
LODEN V
――
――
En Aviél. — « Mê é, emé Jésus, er bugul mat. Me hanaù men deved ha men deved me hanaù… M’em es hoah deved aral ha nen dint ket ér vandennad-ma ; rekis é d’ein ou degas devat er ré-ma, ha nezé ne vou mui ar en doar meit ur vanden deved hag ur bugul hempkin… »
————
Epad er loden-ma, en hoari um zalh é bro er Samari, ar en hent e ia ag er Judé d’er Galilé, étal puns Jakob.
————
Er ré e hoari ér loden-ma.
IEHANN hag é vrér JAK, ANDREU, SIMON-PIÈR, JÉSUS, HÉTHÉA.
En apostoled e zou azéet : ind e seblant bout chuéh ; Jak e gousk ar en doar.
IEHANN
Dré bé tu é ma oeit er réral ?
ANDREU
SIMON-PIÈR
Laret vehé penaus ou des eun é héli
Er Mestr.