Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/142

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 140 —




ANDREU

Er Mestr.Ia, eun ou des.

IEHANN

Er Mestr. Ia, eun ou des.Judas é en des reit
Dehé er chonj de glah un hent aral.

SIMON-PIÈR

Dehé er chonj de glah un hent aral.Distroeit
En des int hoah open ur huéh ag hun hent-ni
Hannéh !

ANDREU

Hannéh !Ken eunus int !

SIMON-PIÈR

Hannéh ! Ken eunus int !Bout zou goah !… Hañni
Nen des chet laret t’ein nitra ag en dén-sé
Hag er Mestr en des ean choéjet èloh ha mé ;
Neoah guélet e hran, a houdé men dé deit
En hur mesk, tèr suhun-so bremen, ha lakeit
De vout er mestr ar en argand hag er biùans,
Ne gerh ket mui en treu kerklous… Er gonfians
E hoanna hag eué, m’er guél, er garanté.
Nen domb ket mui staget en eil doh égilé
Èl agent, pen domb bet galùet, ar vord er len,
Duhont, er ré getan, ni hun piar : er vanden
E zou deuhantéret bremen é diù loden
Ha peb unan e hra, èl ma kar, er lézen.
Kement-sé nen dé ket sur erhoalh eit plijein
D’er Mestr.

IEHANN

D’er Mestr.Ean hag e zou ker mat !