Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/152

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 150 —

Unañnet dré er memb kredenneu, er memb fé !
Mes pas, brezél e zou, goahoh goah étrézé !…
Pesort doustér e saù a’noh, o doar santél,
Ha pesort peah e daul hou mañnéieu ihuél
Ar er flangenneu kloar doh ou zreid astennet !…
P’em behé ur lom deur de dorrein me séhed !
Pas, rè zon é er puns ha mem bréh nen dé ket
Hir erhoalh eit arriù get en deur e hoantet,
O me halon ; rekis e vou hoah t’oh gobér
Penijen !… Ha neoah en deur e zou ker sklér !

HÉTHÉA, a bèl, é tichen aben d’er puns.

Er luhern en des goarnet tro en noz
Er iarig vihan.
Er iarig e zou chomet de hortoz

E bég er lukan.


JÉSUS, azéet ar barlen er puns.

Ché !… Ur voéz, d’en ér-men é tonet d’er fetan !
Gortoz e hrant ardro en noz, d’er liésan.

HÉTHÉA

Gorteit em es mé ar trezeu en nor
Me muian karet.
Ar er mor é ma, mes perchans er mor

En des ean goarnet.

En ur huélet Jésus.
A !… Un dianvézour !… Ur Juif !… O ! En donjér
E hra d’ein !
Luskein e hra monet kuit.

JÉSUS, a kosté, goudé en devout sellet aben dehi.

E hra d’ein !Er beurkêh !