Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR HENT


EN HADOUR


————


LODEN I


――

En Aviél. — « Jésus e chomas é Kafarnaüm, ar vord er len… — Ind e daulas ou roédeu ha kentéh donet e hras kement a bisked enné ma rengent édan er sam… — Maheu e saùas, e lauskas ol é dreu hag um lakas de héli Jêsus… Un dé benak goudé, ean e gouvias er Salvér de zonet de bredein geton, en ê di, hag, ar un dro, pedein e hras eué maltoterion ha péherion. — Ardro en noz, ol er rê en doé tud klan pé posédet get en diaul ou degasas dehon ; ean e lakas é zehorn ar peb unan anehé hag e huellas lod-kaer a dud a bep sort klenùedeu. — Iehann er Badéour e zavéas deu ag é zisipled d’en aters… — Anemized Jêsus ne arsaùent ket a chikañnal nag a hourdouz.


————

Epad er loden-ma, en hoari um zalh é Kafarnaüm en ur ru vras ag er gér ; a zeheu, ti Joram, er héré.