Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/178

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 176 —




JUDAS, get diskonfortans.

Er vro abéh. Hama ?Nen des chet anehon
Vennet.

BENGABER

Vennet.Téhet en des ?

JUDAS

Vennet. Téhet en des ?Ia, er réral geton,
Ha doaret ou des rah én tural, tré ma oé
Er bobl é klah en dro dré en aud… Elsen é
En des hoah groeit ur huéh.

BENGABER

En des hoah groeit ur huéh.Ia !… Più e larehé,
Doh er hleuet é konz, é vehé ker koart-sé ?
Dirak en distéran danjér kenteh é krén.

JUDAS

Koart, ean ? Pas, nen dé ket koartiz en des un dén
Hag e zalh gelloud Doué en é zehorn, pe gar,
Eit gobér treu soéhus ha burhudeu dispar ;
Un dén ma sent er mor dohton hag er pisked
Hag en aùél ; un dén hag e ra er iehed
D’er ré klan, hag e saù er ré varù ag ou bé,
Biù ha iah, get ur gonz hempkin e lar dehé ;
Ha hui e gred penaus é ma dré goartiz é
En des téhet dirak er bobl ?… E guirioné,
N’en hanaùet ket kalz mar chonjet kement-sé !

BENGABER

Geou, men hanaù èl ur lorbour !