Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/230

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 228 —

Kerhet… ur vah hempkin en hou torn, er boteu
E zouget doh hou treid, hag er guskemanteu
E hues bremen doh hou tiskoé ; kerhet elsé
En ur bredég d’en ol lézen er beuranté.
Aneù é er bléad, en doareu e zou bras
Mes er labourizion nen dint ket stank, allas !

SIMON-PIÈR

Sellet un dra hempkin, Mestr : hun volanté vat.
Mes petra e cherrou méderion hou pléad
Eité ind-memb ?

JÉSUS

Eité ind-memb ?Pas kalz a leuiné… lod-kaer
A boénieu e gaveint é kerhet ar me lerh.
Béet fur èl en aeron ha dous èl er hlommi
Rak m’hou kas èl deved én un tolpad bleidi.

SIMON-PIÈR

Mes mar tèbr er bleidi en deved, Mestr ?

JÉSUS

Mes mar tèbr er bleidi en deved, Mestr ?En oén,
Pen dé marù, ne zouj mui nag er blei na mab-dén.
Ha hui eué doujet er ré e lah, nonpas
Er horv, mes en inean… — En dud en devou kaz
Dohoh ; ind hou skleijou dirak ou barnerion
Hag ou rouañné, èl ma hrér d’en dorféterion.
Ne grénet ket ! En nemb en devou, ar en doar,
Me hanaùet ha reit testoni d’ein, m’er har
Ha me rei testoni eué dehon, pe vou
Un dé dirak me Zad ; mes er ré e nahou
Me hanù dirak en dud, m’ou nahou mé eué
Dirak me Zad.