Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/46

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —




MÉALA

Ha hui e huerh bremen pisked fresk ?

IEHANN

Ha hui e huerh bremen pisked fresk ?Ia.

MÉALA

Ha hui e huerh bremen pisked fresk ? Ia.Dalhet
Dré er réral ?

IEHANN

Dré er réral ?Drézomb, ia… drézomb : chom e hret
Bamet, ma ?

MÉALA

Bamet, ma ?Sur mat.

IEHANN, en ur lakat er banér ar en doar.

Bamet, ma ? Sur mat.Hama, chetu petra
E zou arriù ; en noz treménet, hemb nitra
En hur roédeu, doarein e hremb, mem brér ha mé
Ha ré Jonas… Unan, ar en aud, hun gorté
Hag e laras : « Taulet hou roédeu. » — « Mestr, emé
Simon, poéniet hun es en noz abéh… Mar dé
Hou chonj neoah, sentein e hremb. » — Kentéh taulet
Ni e den hun roédeu ker lan men dé karget
En un taul en niù vag.

SOARA, arriùet ur momand kent.

En un taul en niù vag.Fé ia, chetu ! É oen
Mé ar en aud p’ou des doaret ; pisked er len
E zou deit rah geté.

IEHANN, en ur hoarhein.

E zou deit rah geté.Pas elkent !