Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/62

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —




BENDÉKAR, hag AMRI

Soéhus ha ne houi ket hañni meiton.Petra
E ziskas ean ?

ABDIAS

E ziskas ean ?Ur gonz ha ne hel bout laret,
Én nean hag ar en doar, nameit get en éled.
Hag, a houdé, kentéh ma faut dehon gobér
Un dra benak soéhus hag e greskou é hloér
Ean e lar er gonz-sé.

BENDÉKAR

Ean e lar er gonz-sé.Mé, Abdias, kleùet
Em es ur sorbien aral ; poén em es bet
É parrat a hoarhein doh hé cheleu.

ABDIAS hag AMRI

É parrat a hoarhein doh hé cheleu.Lar hi.

BENDÉKAR

Chetu : larein e hrér, mes più hempkin e houi
A bé bégeu é saù er sorbienneu-sé ?
— Penaus ean e viùas épad deu-uigent dé
Ha kement a nozieu…

ABDIAS hag AMRI

Ha kement a nozieu…Émen ?

BENDÉKAR

Ha kement a nozieu… Émen ?Ar ur mañné
Étal Jériko.

ABDIAS hag AMRI

Étal Jériko.A !