Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/86

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —




HOZAEL

E lar mab er halvé.Jésus, eit me zad-kouh
M’hou ped : dal é.

JÉSUS

M’hou ped : dal é.Me zou splandér er bed.

ER BOBL

M’hou ped : dal é. Me zou splandér er bed.Bénoh
Arnas !

JÉSUS

Arnas !En nemb e gerh ar me lerh ne hel ket
Fari : ean en devou er sklerdér eit perpet.

AZARIAS

Rabbi, groeit ma huélein.

JÉSUS

Rabbi, groeit ma huélein.Tosta… Te gred énnan ?

AZARIAS

Chetu tregont vlé-so, — tregont — ma hou kortan.
N’hou kuélan ket, me houi neoah é ma hui é
Em es guélet, un noz, é Bethléem, étré
Divréh hou mam… É hanù hou mam, groeit ma huélein.
Lakeit hoah diragon er sklerdér de splannein.

Jésus e dosta, e lak é zorn ar deulegad Azarias hag hannen e lar, en ur goéh ar é zeuhlin.


M’hou kuél, mestr, m’hous ador.
M’hou kuél, mestr, m’hous ador.Ean e saù.
M’hou kuél, mestr, m’hous ador.Eit er peh em boé reit
T’oh, en noz-hont — leah dous ha gloan tuem, — men guelleit
E hues… Trugèré d’oh !