Pajenn:Bayon - Bah sant Guenole.djvu/4

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Bah

Sant Guénolé

Hoari farsus en ur loden


______


EN DUD
SANT GUÉNOLÉ ER SORSÈR BRAS,
ALANIK KRISTOL, é veùel,
ER BLEI-GARU, EN OZEGANNED,
ER GANNERION.

É koédeu Bihui-er-Lann, é parréz Pleùignér. A glei hag a zeheu, ur hoèd ; ardran, ur lann goleit a veinhir ; en un tu benak, ur fetan. — Noz é.

DIVIZ 1

Pe saù en tenneris, guélet e hrér Alanik kousket doh troèd ur huéen ha sant Guénolé, guen-kann en é zillad menah, é rein dehou ur vah, en ur laret.

Sant Guénolé

Alanik, ha kleuet em es doh me fedein,
Duhont, é me chapél, ha plijet e hes t’ein.
Chetu perak, eit hum zihuen doh er Blei-Garù
E streu ér hoèdeu-men en drougeu hag er marù,
Me ven rein d’is ur vah, bah soéhus hag e hra
Er gurun, er luhed, en tan ha kement tra
E houlenér geti a me ferh… kenevou !
Me zou sant Guénolé : mem bah ha koarantou.

Mont e hra kuit.