Pajenn:Bayon Marechal - Kenstrivadeg Koulmig Arvor.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —


Alhué en Eurusted
Alc’houez an Eurusted
————



\version "2.18.2"
\score {
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    \autoBeamOff
    \key f \major
    \time 3/4
    \partial 4*1
    c'4 d c a | c a g | f2 c'4 | d c g( | g2) a8([ bes]) | \break
    c2( d8[ c] | bes2) c4 | d c g( | g2) a8([ bes]) | c2 c4 \bar ".|:" d c a | \break
    c a f | g2 a8([ bes]) | g2 g8([ a]) | \time 2/4 bes4 g | \time 3/4 f2 c'4 \bar ":|." f,2 \bar "|."
  }
  \addlyrics{
    A pe oen é me zri -- hueh vlé, Pla -- hig hemb a -- vis --
    ted, Pla -- hig hemb a -- vis -- ted, e oé bet rein
    t’ein un al -- hué, al -- hué en eu -- rus -- ted. é -- ted

  }
  \addlyrics{
    Pa oan em zri -- ouec’h -- vet bloa -- vez, Pla -- c’hig hep nec’h e --
    bet, Pla -- c’hig hep nec’h e -- bet, e voe ro -- et
    d’in eun al -- c’houez, Al -- c’houez an eu -- rus -- ted. e -- ted
  }
 }
 \layout { line-width = #150 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


1

A pe oen é me zrihueh vlé,
Plahig hemb avisted,
E oé bet rein t’ein un alhué,
Alhué en eurusted.


2

Ha chetu me oeit tre er vro,
E men dorn an alhue,
Eit klaskeien er bed tro a tro,
Dor kaer er leuine.


3

Ar en hent hir e helien,
Pel d’oh bro en Arvor,
Ag en en eurusted e glasken,
Ne gavèn ket an nor.


4

Splannein e hras men brouite,
Er palezieu kaeran,
Mès ol en eur streuvet enné,
Ne dorre ket men nan.


5

« Laret d’ein, me tuchentil vat,
« D’emen e vou rekis
« Ridek, eit ma hellein tanhoat
« Huné me Iaouankis ?

1

Pa oan em zriouec’hvet bloavez,
Plac’hig hep nec’h ebet,
E voe roet d’in eun alc’houez,
Alc’houez an eurusted.


2

Ha setu me aet dre ar vro,
E va dourn an alc’houez,
Evit klask er bed tro ha tro,
Dor gaer al levenez.


3

War an hent bras hir a heulien,
Pell diouz bro an Arvor,
Eus an eurusted a glasken,
Ne gaven ket an nor.


4

Skedet he deus va braoentez,
En tiez alaouret,
Met va naon gant o holl danvez,
Biskoaz n’eo bet torret.


5

Livirit d’in, tud chentil vat,
E pelec’h ’vo rekiz
Redek ’vit ma c’hellin tanvaat
Hunvre va yaouankiz.