1
A pe oen mé en arméieu
Pautred Paris d’oh me cheleu,
E laré d’ein get fall selleu :
ma talhet de gomz brehoneg !
Ni ia de hrouiat d’oh hou peg !
2
Bar en hent hoarn me mes guelet
Tuchentil ne hanaùen ket
E afleuein hag é laret :
« Ma talhet de gonz brehoneg
Ni ia de hrouiet t’oh hou peg » !
3
Bamdé, pen don é labourat
Er goèd e verù é men goehiad,
Pe lar ur gal eit men goépat :
« Ma talhet de gonz brehoneg
Ni ia de hrouiet t’oh hou peg » !
4
Taùet, tud a vez bro, taùet.
Più e zou kriù arhoal er bed
Eit cherrèin beg er Vretoned !
« Tankerrù ! tré ma tigorou
Brehoneg mat e zivizou ! »
5
Hiniù, arhoah, el gueharal
Brehoneg splan fal d’emb konzal
Bro guenèd ne vou biskoah gal !
« Tre ma hudo er mor ar dro
Lavar Arvor ni er goarnou ! »
6
En diaul n’en dès chet biskoah disket
Konzein er breton a Huénèd
E ben bras e zou re galet
Lavar ker spis pautred Padern
Nen dé ket konzet en ihuern.
|
|
1
Pa oan gwechall en armeou,
Paotred Pariz ouz va selaou,
A daole warnon gwall zellou :
— Ma talc’hez da gomz brezoneg,
Ni ya da c’hwriat d’it da veg !
2
War an hent houarn ’m eus gwelet
Bourc’hizien n’anavezen ket
O kounnari hag o laret :
— Ma talc’hez da gomz brezoneg
Ni ya da c’hwriat d’it da veg !
3
Bemdez pa ’z an da labourat
em gwazied e verv ar gwad
Pa lar ar gall ’vit va goapaat :
— Ma talc’hez da gomz brezoneg,
Ni ya da c’hwriat d’it da veg !
4
Tavit, gant ho trouz, Gallaoued,
Piou a zo krenv a-walc’h er bed
Da stanka beg ar Vretoned :
— Tankerru, tre ma tigoro
Brezoneg mat a zivizo !
5
Hizio, warc’hoaz, evel gwechall,
Ni zalc’ho start, daoust d’an dud fall,
Biken Breiz-Izel ne vo gall :
Tre ma yudo ar mor wardro
Lavar Arvor ni her miro.
6
An diaoul biskoaz n’en deus gellet
Deski yez koz ar Vretoned
Kalz re bounner eo e spered !
Aesoc’h a-ze ’vo d’eomp herzel
Ouz e skilfou hag e gerniel.
|
|