Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
Diwar c’hoari, kelenn !

spered ha c’houekoc’h d’o c’halon eget ar re a vez kavet en tavarniou, daoubleget war eur c’hoari dominoiou pe azezet dirak eur werenad tan gwisket e melen. »

— « Sell, ya vad, gwir eo, eme Fanch, n’em boa ket sonjet c’hoaz gwelet en teatr brezonek eur gador-brezek eus ar re wella, goest da ober vad ha plijadur d’ar bobl, evel ma ran breman ! Hiviziken ne vezin ket ker berwelet en e genver, satordallik ! »

Ha setu penaoz va amezeg Fanch al Luch, p’am eus displeget dirazan, skleara ha freasa ma c’hellen, mennoz ar c’hoarieren vrezonek, a zo deuet da gaout mad-hardiz o labour ha kenta gwech ma klevo meneg eus eur c’hoariadenn vrezonek bennak, ez aio da welet ar c’hourinerien a c’hiz nevez, goude ma vefe red d’ezan ober pemp leo war e droad hag hen o ren e bewar-ugent vloaz.

Fisianz am eus, potred yaouank an teatr yaouank, e rooc’h tro d’ezan ha da re all gantan, da vont c’hoaz d’ho selaou eur wech en amzer, rak pa groger en eul labour ken santel ha ken talvoudek hag an hini ho peus boulc’het, eo red kenderc’hel

Ha lavaret da bep-hini
Ar wirionez heb damanti.