Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/19

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
Ar C’hornandoned.
maze.

Netra ! Netra ! Mez komzit ’ta ! Mar doc’h eun den komzit brezoneg, mar doc’h eun diaoul komzit galleg, mez livirit d’in e pe leac’h ema an hend a ya eus al lanneg-man d’ar Genkiz. Me baeo d’eoc’h eur chopinad eus va hini gwella er wech kenta ma tremenoc’h a-biou d’am zi. — Komzit ’ta ; daoust d’in da veza mezo ne c’houlennan ket chom da dremen an noz e kambr ar stered. Ha mar doc’h kollet hoc’h-unan, me ziskouezo d’eoc’h hoc’h hend ivez. Deuit ’ta ! Deuit ’ta !

(Koueza a ra war e grabanou.)

Deuit en han Doue da ziskouez e hend d’eur paourkeaz mezvier dianket ! Me glev ac’hanoc’h mad awalc’h o fistoulat adre kein ar c’harz. Mil gutez ! Piou zo aze ?


II DIVIZ
MAZE ha GWILLOU
gwillou, adre ar c’harz.

Me.

maze.

Piou zo aze ?

gwillou.

Me.

maze.

Mouez eur c’havrig, mil gutez !… Piou te ?