Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
Ar C’hornandoned.
gwillou.

Me, Gwillou an diwarlerc’h.

maze.

Deus ’ta, Gwillou, deus en tu-man. Sav a-c’haoliad war ar c’harz, deus war va c’hein ha me da ziskenno.

gwillou, o tont war gein Maze.

Gortoz ! Gortoz ! War evez emaout ?

maze.

Krog oun, bez dinec’h !… Satordallik, ker pounner out ha teir gestad wenan da ziben-eost ; ker pounner out ha tri leue bihan. (En eur bokat d’e gonsort) Va breur Gwillou.

gwillou.

Va breur Maze.

maze.

Petra rez-te ken diwezad e-kreiz al lanneg ?

gwillou.

Siouaz, kollet am eus hend Kergelen ; red e vezo d’in eta, m’oar vad, chom en noz-man da gousket war al letoun.

maze.

Ama ? N’emaomp ket c’hoaz e miz Eost, hag ar bleizi, paourkeaz, ne zonjez ket ?