Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/33

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
Ar C’hornandoned.


VIII

Ha dal a eiz !
Prim a droad, potred.
Ha dal a eiz,
Stardomp hor preiz.
Eun droïg c’hoaz,
Bihan ha bras,
Hag e tihunimp an daou c’hoaz.


IX

Ha dal a nao !
Prim a droad, potred.
Ha dal a nao,
Dansomp atao,
Great eo ar stal ;[1]
Kerzomp raktal
D’an ifern da echui ar bal.


(Hag ez eont kwit.)


ar bugel-noz a gân war don : Bosen Elliant (Barzaz Breiz).


I
’Meus aoun n’int ket dihunet mad,

Dizroït ’ta c’hoaz eur pennad,
Eur pennad c’hoaz,
Wardro ’n daou c’hoaz,
Dizroït ’ta c’hoaz eur pennad.

  1. Aman unan eur ar vezvierien a ra an neuz da zihuna.