Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
Ar C’hornandoned.


II

Kanit d’ezo eur zonig vrao,
D’o divezvi kanit o-nao,
Kornandoned ;
D’ar red, d’ar red,
D’o divezvi kanit o-nao.

ar c’hornandoned holl a-unan. War don : Evnig a gân er c’hoad uhel (Barzaz Breiz).

Ya ! Ya! Kanomp a bouez hor penn
Ken na gouezimp war an dachenn ;
Kanomp holl ken na dregarno
An holl hekleoiou tro-war-dro !


unan eus ar c’hornandoned, war don : Marzin en e gavel (Barzaz Breiz).


I

Ne zon ket c’hoaz an Anjelus
E chapel ebet tro-war-dro ;
Ar c’hornandoned ’vo eürus
Ken na zavo an heol warno
(2 W).

diskan.

Chut ! Chut ! Na rit ket trouz ebet,
Peoc’h ha repoz d’ar re gousket.
Peoc’h ha repoz epad an noz
D’ar vezvierien geiz dianket
(2 W).

II

An eostik-noz an deus kanet
En draonien c’hlas e vrava poz