Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/35

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
Ar C’hornandoned.


Da luskat an douar kousket ;
Kana a ray e-doug an noz
(2 W).

III

Kouskit, kouskit, ken na zavo
An heol war ar menez gwenn-kann ;
Kouskit, kouskit, ken na gano
Ar c’hilhog skiltr e beg al lann.


unan eus ar c’hornandoned.

Mez… N’eus moien ebed d’o dihuna.

eun all.

Ar chistr en deus stanket o diskouarn.

eun all.

Marteze ez int maro.

ar bugel-noz.

Nan, va bugale, n’int ket maro, mez ho kanaouenou zo ker brao, ma chalmont anezo e leac’h o dihuni.

eur c’hornandon.

Lavaromp c’hoaz eta eur ganaouenn all d’ezo ha, ma ne zihunont ket ar wech-man, ni ouezo petra d’ober.

ar c’hornandoned holl a-unan, war don : Tour an Arvor (Barzaz Breiz).


Ma n’eo ket c’hoaz deut ar maro, — tudou,
Da zounna d’eoc’h hoc’h izili,